Bisig pezh kof – Priz Lenn ha dudi – CE1 – 2015

Un istor gant Michèle Simonsen  diwar ur gontadenn danat ha troet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Ar skeudennoù, savet gant paper ha kartoñs, a zo bet fardet gant Hélène Micou.

Embannet gant Sav-Heol.

Istor ur c’hazh lontek hag a zebr kement tra a dremen dirazañ.

Evezhiadennoù ar skolidi :

Un istor ijinet eo. An tudennoù zo plijus.
Farsus-kenañ eo sotonioù ar c’hazh a zebr tout ! Droch-tre e oa.
Ur sapre lampon eo ar c’hazh. Ne oar ket selaou. Lipous eo.
Farsus eo an dudenn bennañ.
Kavet hon eus moutig ar c’hazh skloup-se. Farsus eoivez gant e gof tev.
Fentus eo gwelet ur c’hazh o tebriñ kement a draoù.
Fentus eo pa lâr Bisig bewezh ar memes frazenn.
Ar vamm-gozh hag ar c’hoadour zo ruz o fri.
Ar c’hoadour a ra aon.
Drol eo gwelet ar c’hazh brasoc’h evit ar pemoc’h, ar c’hontrol eo e gwirionez.
Fentus ivez ar fin p’eo tev spontus Bisig.
Aes eo da lenn. Kalz traoù a c’hoarvez en istor.
C’hoant hon eus bet da lenn an istor meur a wech.
An istor a zo mat. Aes eo da gompren.
Ha plijet-kenañ omp bet gant an tresadennoù, an teknik arzel:
didroc’hañ/pegañ kartoñs.
An tresadennoù zo fentus.
Ar bajenn gant bleunioù er wezenn he deus plijet deomp, teod ar c’hazh ivez.
Brav-tre eo al levr. Kalz a ijin zo gant ar re o deus skrivet al levr.

Ce conte danois adapté par Michèle Simonsen a été traduit en breton par Mark Kerrain. Les illustrations en couleurs, des décors en papier et carton, ont été réalisées par Hélène Micou.

C’est l’histoire d’un chat qui dévore tout ce qui passe à sa portée.