TOM e galon piket

En em gavet eo al levr-se en eil plas e lenn-ha-dudi 2015, rummad ar re CP.

Skrivet ha skeudennaouet gant Valérie Vittenet-Tallec.

Embannet gant Keit Vimp Bev.

El levr-mañ e vez komzet eus santimantoù ar vugale ha skeudennet e vezont en un doare simpl-tre ha ken arouezius ma c’hell an holl dud kompren hag en em santout heñvel ouzh ar vugale-mañ.

Arguzennoù ar skolidi :

Plijus ha souezhus e oa an istor, al levr a zo brav.

An destenn a zo berr hag aes da lenn, plijout a ra deomp istorioù skrivet bras.

Kavet hon doa farsus gwelet an tudennoù amourous. Dreist e oa an dibenn.

An tresadennoù a lak ac’hanomp da ijinañ an tudennoù…

Brav ha dic’hortoz int. Plijout a reont deomp.

Plijet omp bet gant an dro-lavar « e galon piket ».

Plijout a ra deomp pa gomz gant Mammig.

Fentus eo a-wechoù. (ar pok)

Ne blij ket deomp an istorioù amourousted.

Tresadennoù re simpl, stummoù nemetken.

Un istor karantez eo.

Re verr an istor.

 

Dans ce livre qui aborde le thème des sentiments et qui s’adresse aux plus jeunes, chaque personnage est représenté par un cercle de couleur : le lecteur pourra identifier et aussi reproduire aisément les personnages de l’ouvrage.